Degemer
Wikipedia
an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.
Pennad ar miz
Al latveg (latviešu valoda) zo ur yezh komzet e Latvia, e reter Europa. Yezh ofisiel ar vro-hont eo. War-dro 1,9 milion a dud eus Latvia (79% anezho) a oar latveg ha war-dro 1,2 milion a ra gantañ er gêr. Ar re all a ra gant ar rusianeg. Muioc’h-mui e vez implijet al latveg e buhez ar vro.
Ur yezh valtek eo al latveg ha kar-nes eo d’al lituaneg, daoust ma ne c’hall ket komzerien an div yezh en em gompren kenetrezo. Miret ez eus en div yezh valtek-se kalz traoù a veze kavet en indezeuropeg kozh a-fet morfologiezh an anvioù-kadarn, daoust ma’z int emdroet kalzik a-fet distagadur. Heñvel a-walc’h eo an diforc’hioù a zo etre al latveg hag al lituaneg ouzh ar re a gaver etre an alamaneg hag ar saozneg.
Embannet e voe un destenn e latveg evit ar wezh kentañ er Gwalarn e kreiz ar XVIvet kantved, pa voe moullet ar Pater Noster e latveg e-barzh Cosmographia Universalis gant Sebastian Münster.
Levezonet eo bet Latvia, e-hed hec’h istor, gant ar broioù nes, Alamagn, Polonia, Sveden ha Rusia. E-pad ar mareoù ma oa stag Latvia ouzh Impalaeriezh Rusia ha ma oa unan eus republikoù an Unvaniezh Soviedel, ez eus deuet kalz Rusianed d’ober o annez er vro ha n’o deus ket desket latveg. Hiziv neuze ez eo al latveg ur yezh-vamm evit 60% eus annezidi Latvia, hag er c’hêrioù bras n’eo yezh-vamm nemet evit 50% eus an dud. Abaoe m’eo deuet Latvia da vezañ ur stad dizalc’h, er bloavezhioù 1990, ez eus bet degemeret lezennoù war ar yezhoù eta evit kas al latveg war-raok.
Keleier
- 8 a viz Here : roet eo Priz Nobel al Lennegezh d'ar varzhez kanadian Anne Carson (skeudenn).
- 29 a viz Gwengolo : en em ledañ a ra, e Breizh hag e Bro-C'hall, ar manifestadegoù gant liseidi evit goulenn koñdisionoù studiañ gwelloc'h peurgetket.
- 29 a viz Gwengolo : Fatima Ezzahra El Mansouri zo anvet da gentañ ministr Maroko, goude trec'h he strollad politikel, ar Parti authenticité et modernité, e dilennadeg ar gannaded.
- 25 a viz Gwengolo : marvet eo ar romantour skosat Peter May.
- 25-28 a viz Gwengolo : beaj ar pab Leon XIV, e Bro-C'hall. Tremen a ra dre Pariz, Lourdes ha Metz.
- 23 a viz Gwengolo : emsavidi eus meur a strollad e Tigray, Afar hag Amhara a dag arme gouarnamant kreiz Etiopia.
- 16 a viz Gwengolo : Hashim Thaçi, bet kentañ ministr ha prezidant Kosovo, zo kondaonet da 25 bloavezh toull-bac'h evit torfedoù brezel graet pa oa e penn Arme Dieubidigezh Kosovo.
- 14 a viz Gwengolo : en em vodañ a ra kentañ ministred Hanternoz Iwerzhon, Bro-Skos ha Kembre e Kerdiz ha kensinañ a reont ur skrid a embann gwir o broioù d'en em ren o-unan.
- 13 a viz Gwengolo : e dilennadeg evit parlamant Sveden ez a ar maout gant sokial-demokrated ar Sveriges Socialdemokratiska Arbetareparti.
- 9 a viz Gwengolo : tan-gwall an MV June Aster e Filipinez, lazhet ez eus da nebeutañ 76 treizhad ha 13 a zo dianket.
A-zivout ar Wiki
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
- Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh roll ar fazioù stankañ.
- Porched ar gumuniezh: amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout
- Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt
Ha gouzout a raec’h ?
- Ronan Huon, an emsaver breton brudet, a oa ganet e Saint-Omer e Pas-de-Calais e 1922.
- Awenet eo bet ar c'hoari sudoku gant ar c'harrez hud moarvat.
- E 1893, Zeland-Nevez a voe ar Stad kentañ o reiñ d'ar merc'hed ar gwir da votiñ, a-drugarez d'ur stourm hir gant Kate Sheppard.
- Ken bras ha niverus e oa bet ar c'hudennoù teknikel pa oa bet embannet Cyberpunk 2077 ma chom unan eus an embannoù gwashañ en istor ar c'hoarioù video.
- Ar c'hentañ fuzuilh eneptank e oa bet an Tankgewehr M1918 ; 18,5 kg e oa he fouez hag 1,70 m he hirder.
- Eus ar barzh kembreat Rhys ap Dafydd Llwyd ap Llywelyn Lygliw ne ouier netra nemet e anv ha chomet ez eus bet ur varzhoneg gantañ nemetken, unan a garantez evit ur plac'h dianav.
- Olybrius, marvet e 472, e oa bet diwezhañ Impalaer roman ar C'hornôg eus an dierniezh Teodosius.